Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.
Ester 2:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a oa bet harluet eus Jeruzalem gant ar brizonidi harluet gant Jekonia roue Juda, en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon. |
Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.
Nebukadnezar a zegasas da Vabilon an nemorant lezet gant ar c'hleze; hag e voent sklavourien dezhañ ha d'e vibien, betek aotrouniezh rouantelezh Persia,
Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac'hanout ac'hane.
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?
An AOTROU a ziskouezas din, setu, div baner fiez lakaet dirak templ an AOTROU, goude ma en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet eus Jeruzalem Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant priñsed Juda hag ar gilvizien hag an alc'hwezerien, ha ma en doa o degaset da Vabilon.