Ester 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn. |
Hag ar plac'h yaouank a blijo d'ar roue a reno e-lec'h Vasti. Kement-se a blijas d'ar roue, hag e reas evel-se.
Hag e oa e Suza ar gêrbenn ur Yuzev anvet Mardoke, mab Jair, mab Shimei, mab Kish, ur Benjaminad,