Bez' en doe eta da wragez seizh kant priñsez, ha tri c'hant serc'h. Hag e wragez a zistroas e galon.
Ester 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hiziv, priñsezed Persia ha Media, o vezañ anavezet ar pezh he deus graet ar rouanez, a responto en hevelep doare da holl briñsed ar roue. Hag e c'hoarvezo kalz a zispriz hag a gounnar. |
Bez' en doe eta da wragez seizh kant priñsez, ha tri c'hant serc'h. Hag e wragez a zistroas e galon.
Rak ar pezh he deus graet ar rouanez a vo anavezet gant an holl wragez, hag a raio dezho disprizañ o friedoù; lavarout a raint: Ar roue Asueruz en doa gourc'hemennet degas dezhañ ar rouanez, ha n'eo ket deuet.
Mar kav mat ar roue, ra vo embannet un urzh roueel eus e berzh, ha ra vo skrivet e lezennoù Persia ha Media, ha ra vo didorrus, penaos na zeuio ken Vasti dirak ar roue Asueruz, hag e roio ar roue ar vriegezh a rouanez da unan all, gwelloc'h egeti.