Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.
Ester 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar pezh he deus graet ar rouanez a vo anavezet gant an holl wragez, hag a raio dezho disprizañ o friedoù; lavarout a raint: Ar roue Asueruz en doa gourc'hemennet degas dezhañ ar rouanez, ha n'eo ket deuet. |
Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.
Neuze Memukan a lavaras dirak ar roue hag ar briñsed: Ar rouanez Vasti n'he deus ket graet fall e-keñver ar roue hepken, met ivez e-keñver an holl briñsed hag an holl bobloù a zo en holl broviñsoù ar roue Asueruz.
Hiziv, priñsezed Persia ha Media, o vezañ anavezet ar pezh he deus graet ar rouanez, a responto en hevelep doare da holl briñsed ar roue. Hag e c'hoarvezo kalz a zispriz hag a gounnar.
Evel-se, ra garo pep hini ac’hanoc’h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg hec’h ozhac’h.