Ester 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent, |
ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn.
Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.
Kaset e voe lizheroù d'an holl Yuzevien er c'hant seizh proviñs warn-ugent eus rouantelezh Asueruz, gant komzoù a beoc'h hag a fealded,
Klevout a reas ar c'heloù-mañ diwar-benn Tirhaka roue Etiopia: Deuet eo evit brezeliñ a-enep dit. O vezañ klevet kement-se, e kasas kannaded da Ezekiaz o lavarout dezho:
Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.
Plijout a reas da Zariuz lakaat war ar rouantelezh kant ugent satrap, a dlee bezañ en holl rouantelezh,
D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezañ roue war rouantelezh ar Galdeiz,