La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Daniel 5:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ha bremañ an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, met ne c'helljont ket reiñ disklêriadenn ar gerioù.

Ver Capítulo



Daniel 5:15
6 Referencias Cruzadas  

En em zalc'h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloù, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c'helli tennañ gounid diouto, marteze e teui da vezañ spontus.


Setu an huñvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklêriadenn, rak ne c'hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiñ din. Met te a c'hell, rak emañ spered an doueoù santel ennout.


Klevet em eus diwarnout emañ spered an doueoù ennout, hag ez eus ennout ur sklêrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.