Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoù bras.
Daniel 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Respont a rejont an eil gwech o lavarout: Ra lavaro ar roue an huñvre d'e servijerien, hag e tiskuilhimp e zisklêriadenn. |
Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoù bras.
Ar Galdeiz a lavaras d'ar roue en aramaeg: O roue, ra vevi da viken! Lavar an huñvre da'z servijerien, hag e tiskuilhimp dit an disklêriadenn.
Ar roue a respontas o lavarout: Kompren a ran bremañ e klaskit gounit amzer, dre ma welit ne'm eus ket soñj eus an dra.
Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c'hellot diskuliañ e zisklêriadenn.
Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din.