Tec'hout a raio evel un huñvre, ne vo ken kavet, mont a raio da netra evel ur weledigezh en noz.
Daniel 11:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude e troio e zremm etrezek kreñvlec’hioù e vro, hag e vrañsello, e kouezho, ha ne vo ket kavet ken. |
Tec'hout a raio evel un huñvre, ne vo ken kavet, mont a raio da netra evel ur weledigezh en noz.
Pa'z eo deuet ar re zrouk, va enebourien, a-enep din, evit va lonkañ, o-unan o deus pleget hag int kouezhet.
An douar a horjell evel un den mezv, hag a horjell! Treuzkaset eo evel ul logell! Pouezañ a ra warnañ e bec'hed, kouezhañ a raio ha ne adsavo ket ken.
Ra ne dec'ho ket ar skañvañ, ra ne redo ket ar c'hreñvañ! En hanternoz, war ribl stêr Eufratez, e strebotont hag e kouezhont!
Ober a rin ur spont ac'hanout, ha ne vi ken. Klasket e vi, met ne vi ket kavet, biken, eme an Aotrou AOTROU.
Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec'hioù roue an hanternoz d'oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek.