Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!
Daniel 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz ar Med, me en em zalc'he en e gichen, evit e sikour hag e greñvaat. |
Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!
Plijout a reas da Zariuz lakaat war ar rouantelezh kant ugent satrap, a dlee bezañ en holl rouantelezh,
D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezañ roue war rouantelezh ar Galdeiz,
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.