An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.
Apocalyps 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c’hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez’ e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar c’hilleien‐radenman a oa henvel ouz kezec prest evit ar brezel; bez’ e oa var ho fennou evel curunennou henvel ouz aour, hag ho bizach a oa henvel ouz bizach tud. |
An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.
Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus.
Da briñsed a zo evel kilheien-raden, ha da bennoù evel ur goabrennad kilheien-raden, en em laka war ar girzhier en amzer yen; pa sav an heol e tec'hont kuit, ha n'anavezer ken al lec'h m'emaint.
Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.
Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar.