Apocalyps 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza ho doa varnezhe eur roue, eal an abim, galvet enn hebreach Abaddon, hag en gregach Apollyon (Distrujer). |
Hag e ri ur burzhud bennak evit ar re varv? Hag e savo ar re dremenet evit da veuliñ? Ehan
Lec'h ar marv hag an distruj a zo dirak an AOTROU, pegement muioc'h kalonoù mibien an dud?
Bez’ ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched.
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.
Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.