Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Apocalyps 9:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lostoù o doa evel re ar c’hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d’an dud e-pad pemp miz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza ho doa lostou henvel ouz lostou ar scorpioned, hag eur flem en ho lost; hag ho galloud a oa da noazoud d’an dud e‐pad pemp mis. |
Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.
Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.
Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug.
Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar.
Roet e voe dezho ar galloud, nann d’o lazhañ, met d’o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c’hrug pa flemm un den.