Apocalyps 7:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a veuriad Zabulon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Jozef, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Benjamin, daouzek mil merket gant ar siell. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) euz a dribu Zabulon, daouzec mil merket; euz a dribu Josef, daouzec mil merket; euz a dribu Benjamin, daouzec mil merket. |
Met e dad ne reas ket, o lavarout: Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, eñ ivez a zeuio da vezañ ur bobl, eñ ivez a vo bras. Koulskoude e vreur yaouankañ a vo brasoc'h egetañ hag e lignez a vo un engroez a vroadoù.
Mibien Benjamin, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,
a veuriad Simeon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Levi, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Isakar, daouzek mil merket gant ar siell;
Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.