C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.
Apocalyps 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned graet ec’h eus ac’hanomp rouaned hag aberzhourien d’hon Doue, hag e renimp war an douar. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag ec’h euz great ac’hanomp rouane ha beleien d’hon Doue; hag e renimp var an douar. |
C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.
met sent an Uhel-Meurbet a resevo ar rouantelezh, hag ar rouantelezh a vo dezho da virviken.
Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.
hag en deus graet ac’hanomp rouaned hag aberzhourien da Zoue e Dad, ra vo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.
Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n’en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.
Ne vo ken a noz, n’o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklêrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklêrijenno. Int a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.