a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
Apocalyps 22:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, e teuan prest. Eürus an hini a vir gerioù diougan al levr-mañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu, e teuan dizale; eürus an hini a vir komzou profesi al levr‐man! |
a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.
Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet.
Testeniañ a ran da biv bennak a glev gerioù diougan al levr-mañ, mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennañ, Doue a lakaio ouzpenn warnañ ar goulioù skrivet el levr-mañ.
Mar lamm unan bennak gerioù eus levr an diougan-mañ, Doue a lammo e lod eus al levr a vuhez hag eus ar gêr santel, hag eus an traoù a zo skrivet el levr-mañ.
An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus!
Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.