Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.
Apocalyps 21:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a vuzulias ar voger, kant pevar ilinad ha daou-ugent, muzul den, a zo hini an ael. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Muzuri a reaz ive ar voger, pevar ilinad ha seiz ugent, diouz mezur eun den, pihini a oa hini an eal. |
Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.
Amañ emañ ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent.
Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
Ar gêr a zo pevar c’hornek, hag he hirder a zo kevatal d’he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn. He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal.
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.
Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel: