Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad, e ledander, ugent ilinad, hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec'h-mañ.
Apocalyps 21:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gêr a zo pevar c’hornek, hag he hirder a zo kevatal d’he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn. He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar gear he doa pevar c’horn, ha keit e oa he hed hag he lec’hed; hag hen a vuzuraz ar gear gant he gorzen, daouzec mil stad a bep costez; he hed, he lec’hed hag he huelded a oa keit ha keit. |
Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad, e ledander, ugent ilinad, hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec'h-mañ.
Hag e vuzulias pevar tu ar voger-dro, pemp kant gwalenn a hirder ha pemp kant gwalenn a ledander. Hag e servije da zisrannañ al lec'h santel diouzh al lec'h disakr.
An dro he devo triwec'h mil ilinad, hag adalek hiziv, anv kêr a vo: An AOTROU a zo amañ.
An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger.