La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Apocalyps 19:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Goude‐ze e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent: Alleluia! (Meulit Doue). Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue!

Ver Capítulo



Apocalyps 19:1
23 Referencias Cruzadas  

Dit-te, AOTROU , eo ar vrasted, an nerzh, ar c'hloar, ar beurbadelezh hag ar veurdez, rak kement a zo en neñvoù ha war an douar a zo dit. Dit-te, AOTROU , eo ar rouantelezh, ha te en em sav e pennroue dreist pep tra.


Ra vo lamet ar bec'herien a-ziwar an douar, ha ra ne vo ken an dud fall! Va ene, bennig an AOTROU! Meulit an AOTROU!


Meulit an AOTROU! Kinnigit trugarekadennoù d'an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!


Meulit an AOTROU! Me a veulo an AOTROU eus kreiz va c'halon, e kuzul an dud reizh hag er vodadeg


Met ni a vennigo an AOTROU, a-vremañ ha da viken. Meulit an AOTROU!


Meulit an AOTROU! Ve ene, meul an AOTROU!


Meulit an AOTROU! Meulit an AOTROU eus an neñvoù! Meulit anezhañ el lec'hioù uhelañ!


Meulit an AOTROU! Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez! Kanit e veuleudi e bodadeg ar re a gar anezhañ.


Meulit an AOTROU! Meulit Doue en e santual! Meulit eñ en astennidigezh e c'halloud!


Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet ec'h eus war o jod va holl enebourien, torret ec'h eus dent ar re zrouk.


Na fiziit ket en taerder, ha na vezit ket touellet gant al laeroñsi. Mar kresk ar binvidigezh, na lakait ket enni ho kalon.


An neñvoù hag an douar ha kement a zo enno a laouenaio gant kanoù a levenez war Vabilon, rak eus an hanternoz e teuio an distrujerien en hec'h enep, eme an AOTROU.


Ar re en em stag ouzh traoù aner ha touellus a zilez an hini a ra trugarez.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.


Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek a ren.