Rak mister an direizhder a labour dija, o c’hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outañ.
Apocalyps 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an eal a lavaraz d’in: Perag ez oud‐de ker souezet? Me a lavaro d’id ar myster euz ar vaouez, hag euz al loen a zoug anezhi, pehini hen deuz ar seiz pen hag an deg corn. |
Rak mister an direizhder a labour dija, o c’hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outañ.
mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.
Ur sin all a voe gwelet c’hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen.
Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.
Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c’hloar.