Ganet he deus a-raok bezañ er poanioù, dieubet eo bet eus ur paotr a-raok gouzañv gwentloù ar gwilioud.
Apocalyps 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hi a c’hanas ur mab, ur paotr a dlee gouarn an holl vroadoù gant ur wialenn houarn, hag he bugel a oa savet etrezek Doue hag etrezek e dron. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen genel a reaz eur mab, pehini a dlie gouarn an holl boblou gant eur wialen houarn, hag he bugel a oe savet d’an neac’h etrezeg Doue hag etrezeg he dron; |
Ganet he deus a-raok bezañ er poanioù, dieubet eo bet eus ur paotr a-raok gouzañv gwentloù ar gwilioud.
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Betek pegeit e vi o kantren, merc'h disent? Rak an AOTROU a grou un dra nevez war an douar: ar vaouez a gildroenno en-dro d'ar gwaz.
Setu perak e tilezo anezho, betek an amzer ma wilioudo an hini a zle gwilioudiñ, ha nemorant e vreudeur a zistroio da gichen mibien Israel.
Hogen n’anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv.
An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.
Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz ’zo; pe e voe en e gorf, n’ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n’ouzon ket, Doue a oar.
a voe savet er baradoz, hag e klevas komzoù dilavarus ha ne c’hell ket an den o distagañ.
Ur vouezh kreñv a glevjont eus an neñv, a lavare dezho: Pignit amañ. Hag e pignjont en neñv en ur goabrenn hag o enebourien a welas anezho.
Pa welas an aerouant e oa bet taolet war an douar, e redas war-lerc’h ar wreg he doa ganet ar mab.
Eus e c’henoù e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c’halloudek.