An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoù, evit ma vo lennet aezet.
Apocalyps 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Skriv an traoù ac’h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man. |
An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoù, evit ma vo lennet aezet.
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,
a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
Me a zistroas evit gwelout a-belec’h e teue ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour,
P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.
Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.