E gorf a oa evel a grizolit, e zremm a lugerne evel ul luc'hedenn, e zaoulagad a oa evel lampoù-tan, e zivrec'h hag e dreid a oa o skediñ evel liv arem lufret, mouezh e gomzoù a oa evel mouezh un engroez.
Apocalyps 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E benn hag e vlev a oa gwenn evel gloan gwenn, evel an erc’h, e zaoulagad a oa evel ur flamm-tan, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He ben hag he vleo a oa gwenn, evel gloan gwenn, evel an erc’h, hag he zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan; |
E gorf a oa evel a grizolit, e zremm a lugerne evel ul luc'hedenn, e zaoulagad a oa evel lampoù-tan, e zivrec'h hag e dreid a oa o skediñ evel liv arem lufret, mouezh e gomzoù a oa evel mouezh un engroez.
Hag e sellis betek ma voe lakaet tronioù ha ma azezas Henaour an deizioù. E zilhad a oa gwenn evel an erc'h, ha blev e benn evel gloan glan. E dron a oa evel flammoù-tan, hag e rodoù evel un tan grizias.
E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez’ en deus un anv a zo bet skrivet ha den n’anavez anezhañ nemet e-unan.
Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet: