Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
3 Yann 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Karet-mat, pediñ a ran e vleugnfes e-keñver an holl draoù hag e vefes e yec’hed mat, evel ma’z emañ da ene o vleuniañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Va mignon, ar pez a c’houlennan eo gwelet pep tra o vond mad ganez, ha ma kendalc’hi en iec’hed, evel ma ema ive iac’h da ene. |
Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d’ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na’m bije ket tristidigezh war dristidigezh.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.
Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec’h er gondaonidigezh.
Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.
Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.