2 Samuel 22:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag aet eo va c'hriadenn betek e zivskouarn. |
Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.
Va zaolet ec'h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c'helc'hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston.
Diskennet on betek gwrizioù ar menezioù, an douar en deus serret warnon e sparloù da viken, met te ac'h eus lakaet va buhez da adsevel eus ar poull, AOTROU va Doue!
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.