Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiñ a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!
2 Samuel 16:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar roue a lavaras: Met pelec'h emañ mab da vestr? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Setu, chomet eo e Jeruzalem, rak lavaret en deus: Hiziv ti Israel a roio en-dro din rouantelezh va zad. |
Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiñ a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!
Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesañ. Ne c'hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c'hwezet.
an hini n'implij ket e deod da villigañ, an hini na ra ket droug d'e nesañ ha na zismegañs ket e amezeg,
Evel-se emañ gwenodennoù an hini a c'hoanta ar gounid dizonest, hag a gollo ene ar re a yelo war e lerc'h.
Na gred ket ur mignon, na fizi ket ez kenseurt nesañ, diwall da zigeriñ da c'henoù dirak an hini a gousk war da askre.
Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.