Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.
2 Samuel 11:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze David a gasas da lavarout da Joab: Kas din Uri an Hitit. Joab a gasas Uri da gavout David. |
Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.
Ar vaouez-mañ a goñsevas, hag e kasas d'henn diskleriañ da Zavid o lavarout: Brazez on.
Uri a zeuas d'e gavout, ha David reas goulennoù outañ diwar-benn stad Joab, stad ar bobl, ha stad ar brezel.
An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.
Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,
Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N’anavezan ket an den-se. Raktal ar c’hilhog a ganas.
Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.