2 Samuel 11:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Kement-se a voe disklêriet da Zavid o lavarout: Uri n'eo ket diskennet d'e di. Ha David a lavaras da Uri: Ha ne zeuez ket eus ur veaj? Perak n'out ket diskennet da'z ti?
Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoù; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriñ hag evañ ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra!