Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
1 Yann 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv bennak a nac’h ar Mab n’en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad. |
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.
Piv a zo gaouiat, ma n’eo an hini a nac’h ez eo Jezuz ar C’hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac’h an Tad hag ar Mab.
Dre gement-mañ eo ec’h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig a zo eus Doue,
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.