La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




1 Samuel 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ar Filistined, o klevout trouz ar c'hriadennoù a levenez, a lavaras: Petra eo ar c'hriadennoù a levenez-se e kamp an Hebreed? Hag ec'h anavezjont e oa deuet arc'h an AOTROU d'ar c'hamp.

Ver Capítulo



1 Samuel 4:6
4 Referencias Cruzadas  

Pennoù ar Filistined a lavaras: Petra a ra an Hebreed-se amañ? Hag Akish a respontas da bennoù ar Filistined: Ha n'eo ket David, servijer Saül roue Israel, a zo bet ganin deizioù 'zo, pe bloavezhioù 'zo? Ne'm eus kavet netra fall ennañ, abaoe an deiz m'eo deuet ganeomp betek hiziv.


Evel ma'z ae arc'h an AOTROU er c'hamp, holl Israel a laoskas kriadennoù ken bras ma sonas an douar.


Ar Filistined o doe aon, rak lavarout a rejont: Doue a zo deuet d'ar c'hamp; hag e lavarjont: Gwalleur deomp! Rak ne oa ket evel-se en deizioù tremenet.