Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ.
1 Samuel 4:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma varve, ar re a oa en he c'hichen a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, rak ur mab ec'h eus ganet. Met ne respontas netra ha ne reas ket a van. |
Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ.
Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.
E verc'h-kaer, gwreg Fineaz, a oa dougerez ha prest da wilioudiñ. O vezañ klevet ar c'heloù e oa arc'h Doue tapet, hag e oa he zad-kaer hag he fried marvet, e plegas hag e c'hanas, rak he gwentloù a oa deuet dezhi.