1 Samuel 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Adal m'en doa komzet eus arc'h Doue, Eli a gouezhas en a-dreñv diwar e gador, e-kichen an nor, hag e torras e gilpenn, hag e varvas., rak un den kozh ha pouezus e oa. Barnet en doa Israel daou-ugent vloaz. |
Lavarout a rin da Zoue, va roc'h: Perak ec'h eus va ankounac'haet? Perak e kerzfen en dristidigezh, dindan gwask an enebour?
Va ene en deus sec'hed eus Doue, eus an Doue bev. Pegoulz ez in hag en em zalc'hin dirak dremm Doue?
Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.
Hag evel ma errue, setu, Eli a oa azezet war e gador e kostez an hent, o c'hortoz, rak e galon a grene abalamour da arc'h Doue. An den-mañ a yeas e kêr da gas ar c'heloù-se, hag holl gêr a c'harmas.
An hini a roe keloù a respontas o lavarout: Israel en deus tec'het dirak ar Filistined, ha zoken ez eus bet ul lazhadeg vras e-touez ar bobl. Da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a zo marv ivez, hag arc'h Doue a zo bet tapet.
E verc'h-kaer, gwreg Fineaz, a oa dougerez ha prest da wilioudiñ. O vezañ klevet ar c'heloù e oa arc'h Doue tapet, hag e oa he zad-kaer hag he fried marvet, e plegas hag e c'hanas, rak he gwentloù a oa deuet dezhi.