Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!
1 Samuel 26:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a dremenas en tu all, hag en em zalc'has war lein ar menez, pell ac'hane; ur pennad mat a oa etrezo. |
Kement-se a voe lavaret da Jotam, a yeas hag en em zalc'has war-lein Menez Gerizim. Hag e savas e vouezh hag e krias o lavarout: Selaouit ac'hanon, pennoù Sichem, evit ma selaouo Doue ac'hanoc'h!
Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreñv: David a gouezhas, e zremm d'an douar, hag a stouas.
David eta a gemeras ar goaf hag ar pod dour a oa e-kichen penn Saül, hag ez ejont kuit. Den n'o gwelas, nag a sellas outo, nag a zihunas, rak holl e kouskent, dre m'en doa an AOTROU lakaet ur c'housk pounner da gouezhañ warno.
Hag e krias d'ar bobl ha da Abner mab Ner o lavarout: Ha ne responti ket, Abner? Hag Abner a respontas o lavarout: Piv out, te hag a gri d'ar roue?