Neuze un den a grogo en e vreur e ti e dad: Te ac'h eus ur vantell, bez hor penn, kemer ez torn an dismantroù-mañ!
1 Samuel 21:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ eta, petra ac'h eus dindan da zorn? Ro din pemp baraenn, pe ar pezh a vo kavet. |
Neuze un den a grogo en e vreur e ti e dad: Te ac'h eus ur vantell, bez hor penn, kemer ez torn an dismantroù-mañ!
Ma em bije ar bobl-se dindan va dorn, e kasfen kuit Abimelek. Hag e lavaras da Abimelek: Kresk da arme ha deus!
David a lavaras d'an aberzhour Akimelek: Ar roue en deus urzhiet din un dra, hag en deus lavaret din: Ra ne ouezo den netra eus an dra-mañ, am eus da gaset eviti, nag eus an urzh am eus roet dit. Ha roet em eus un emgav da'm zud e lec'h-mañ-lec'h.
An aberzhour a respontas da Zavid o lavarout: Ne'm eus ket bara boutin dindan va dorn, bez' em eus bara santel; met da dud, daoust hag en em viret o deus da vihanañ diouzh merc'hed?