1 Rouaned 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diazez a oa bet graet gant mein talvoudus, mein bras, mein dek ilinad ha mein eizh ilinad. |
An holl draoù-se a oa bet graet gant mein talvoudus, benet hervez ar muzulioù dereat, heskennet gant an heskenn en diabarzh hag en diavaez, adalek an diazez betek ar rizennoù, hag en diavaez, betek al leurenn vras.
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Te a zo glac'haret, pilet gant ar barr-amzer, hep frealz, ha setu ez an da sterniañ da vein gant antimoan ha da ziazezañ ac'hanout war safir,