Ledander an estaj-traoñ a oa pemp ilinad, an hini kreiz c'hwec'h ilinad, an trede seizh ilinad, rak graet en doa rizennoù strizh er-maez ouzh an ti, tro-dro, evit ma n'aje ket an treustoù e mogerioù an ti.
1 Rouaned 6:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evit sevel an ti, e voe graet gant mein kempennet holl er vengleuz, e doare ma ne voe klevet en ti na morzhol, na bouc'hal, na benveg houarn ebet pa voe savet. |
Ledander an estaj-traoñ a oa pemp ilinad, an hini kreiz c'hwec'h ilinad, an trede seizh ilinad, rak graet en doa rizennoù strizh er-maez ouzh an ti, tro-dro, evit ma n'aje ket an treustoù e mogerioù an ti.
Dor kambroù an estaj-kreiz a oa en tu dehou eus an ti. Gant un diri-war-viñs e pigned d'an estaj-kreiz-mañ, hag eus an hini kreiz d'an trede.
Mar rez din un aoter vein, ne impliji ket mein kizellet, rak ma savfes da houarn warno, o disakrfes.
Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,
Hag an hini en deus hor c’hrouet evit kement-se eo Doue, hag en deus roet deomp ivez arrez ar Spered.
o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.