An ti a savas ar roue Salomon d'an AOTROU en doa tri-ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ha tregont ilinad uhelder
1 Rouaned 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Salomon a savas an ti d'an AOTROU pevar c'hant pevar-ugent vloaz goude ma voe mibien Israel aet kuit eus bro Ejipt, er pevare bloaz eus ren Salomon war Israel, da viz Ziv, a zo an eil miz. |
An ti a savas ar roue Salomon d'an AOTROU en doa tri-ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ha tregont ilinad uhelder
Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c'hourc'hemennoù, da destenioù ha da lezennoù, evit seveniñ an holl draoù-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet.
Johanan a voe tad da Azaria, an hini a servijas evel aberzhour en templ a savas Salomon e Jeruzalem.
Ha setu ar sol merket gant Salomon evit sevel ti Doue: an hirder en ilinadoù a vuzul kozh, tri-ugent ilinad; al ledander, ugent ilinad.
Ha respontet o deus deomp evel-henn: Ni a zo servijerien Doue an neñvoù hag an douar, hag ec'h adsavomp an ti a oa bet savet gwechall pell 'zo; ur roue bras eus Israel en doa e savet hag echuet.
hag e savas e santual evel al lec'hioù uhel-meurbet, evel an douar en deus diazezet da viken.
Hag a-benn pevar c'hant ha tregont vloaz, deiz evit deiz, c'hoarvezout a reas penaos holl armeoù an AOTROU a yeas kuit eus bro Ejipt.
C'hoarvezout a reas eta an deiz end-eeun, ma tennas an AOTROU mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.
Hag e kasas ac'hanon d'an templ, hag e vuzulias ar postoù, c'hwec'h ilinad a ledander ouzh un tu ha c'hwec'h ilinad ouzh an tu all, ledander an deltenn e oa.
Pignit d'ar menez, degasit koad, ha savit an ti-mañ; kemer a rin plijadur e kement-se, hag e tennin gloar dioutañ, eme an AOTROU.
Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.
An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, e teltenn an engalv, d'an deiz kentañ eus an eil miz, en eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, o lavarout:
Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue? N’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan,
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.
Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi.
Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoù da zont, o vezañ tremenet dre un tabernakl brasoc’h ha parfetoc’h n’eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n’eo ket eus ar grouidigezh-mañ,
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.
Setu tri c'hant vloaz abaoe m'emañ Israel o chom en Hesbon hag en he c'hêrioù, en Aroer hag en he c'hêrioù, hag en holl gêrioù a zo a-hed an Arnon, perak n'hoc'h eus ket o lamet digantañ e-keit-se?