An AOTROU a yeas en e hent p'en doe echuet da gomz gant Abraham. Hag Abraham a zistroas d'e chomlec'h.
1 Rouaned 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas da Jeruzalem gant un heuliad bras, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon. |
An AOTROU a yeas en e hent p'en doe echuet da gomz gant Abraham. Hag Abraham a zistroas d'e chomlec'h.
Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoù-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.
Salomon a zisplegas dezhi diwar-benn he holl luziadelloù, ha ne voe netra na intentas ket ar roue ha na zisplegas ket dezhi.
Ezekiaz a selaouas outo, hag e tiskouezas dezho ti e draoù prizius, an arc'hant, an aour, al louzoù-frondus, an eoul prizius, e harnezioù, kement en em gave en e deñzorioù. Ne voe netra a gement na ziskouezas ket Ezekiaz en e di pe en e holl zomani.
Roue Siria a lavaras: Kae! Kae hag e kasin ul lizher da roue Israel. Hag ez eas, en ur gemer en e zorn dek talant arc'hant, c'hwec'h mil pezh aour ha dek dilhad nevez.
Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur c'haret-mat. An AOTROU a glev ac'hanon pa grian dezhañ.
Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.
eoul evit ar c'hantolor, louzoù-frondus evit eoul an oleviadur hag evit an ezañs a c'hwezh-vat,
Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.
Marc'hadourien Seba ha Raema a zo bet da varc'hadourien, o pourvezañ da varc'hadoù gant gwellañ louzoù-frondus, mein prizius a bep seurt hag aour.
Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.
An deiz war-lerc’h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec’h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.