Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras: Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet.
1 Rouaned 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ, deus hag e roin dit un ali: Savete da vuhez ha buhez da vab Salomon. |
Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras: Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet.
Kae, kae da di ar roue David, ha lavar dezhañ: Ha ne'c'h eus ket touet da'z servijerez, o roue va aotrou, en ur lavarout: A-dra-sur Salomon da vab a reno war va lerc'h hag a azezo war va zron? Perak eta e ren Adonija?
Hag e c'hoarvezo, pa vo gourvezet gant e dadoù ar roue va aotrou, e vimp gwallgaset, me ha va mab Salomon, evel tud kablus.
Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel.
Pa voe savet Joram war rouantelezh e dad, ha ma voe kreñv, e lazhas gant ar c'hleze e holl vreudeur hag hiniennoù eus pennoù Israel.
Atalia mamm Akazia, o welout e oa marv he mab, a savas hag a lazhas holl lignez roueel e ti Juda.
An eoul hag ar c'hwezh-vat a laouena ar galon, evel-se eo douster ur mignon o reiñ kuzul digant e galon.
Jeremiaz a lavaras da Sedesia: Mar en lavaran dit, ha n'eo ket gwir e ri din mervel? Ma roan un ali dit, ne selaoui ket.
Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.
Paol a lavaras d’ar c’hantener ha d’ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c’hellot ket bezañ saveteet.
Dont a reas da di e dad da Ofra, hag e lazhas war un hevelep maen e vreudeur, mibien Jerubbaal, dek den ha tri-ugent. Ne vanas nemet Jotam mab yaouankañ Jerubbaal, rak en em guzhet e oa.