Mazhev 1:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Abraham a oe tad da Isaac. Isaac a oe tad da Jacob. Jacob a oe tad da Juda ha d’he vreudeur. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d’e vreudeur. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Abraham e oé tad Izaac; hag Izaac e oé tad Jacob; ha Jacob e oé tad Judas hag é vredér; |
Juda hen doe euz a Damar Farez ha Zara. Farez a oe tad da Esrom. Esrom a oe tad da Aram.
Neuze e roaz dezhan an allians euz ar circoncision; hag evel‐se hen doe Abraham eur mab, Isaac, hag e circoncisaz anezhan an eizved devez, hag Isaac hen doe Jacob, ha Jacob an daouzec patriarch.
Dre ar feiz ive, Sara a recevaz ar galloud da gaoud eur mab, hag hen ganaz, en despet d’he oad avanset, abalamour ma credaz e oa fidel an hini hen doa great ar bromessa.
Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu‐ze, evit ar pez a zell ar velegiach.
euz a dribu Juda, daouzec mil merket; euz a dribu Ruben, daouzec mil merket; euz a dribu Gad, daouzec mil merket;