Goude beza kasset kuit ar bobl, Jesus a bignaz en eur vag, hag e teuaz var douarou Magdala.
Sant Marc 3:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz‐ze, gant aoun na vije re‐wasket ganthe. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras d’e ziskibien derc’hel prest ur vag dezhañ, abalamour d’ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto. |
Goude beza kasset kuit ar bobl, Jesus a bignaz en eur vag, hag e teuaz var douarou Magdala.
Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi,
Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan.
Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur.
Kerkent, Jesus oc’h anaoud enhan he‐unan ar vertuz a oa eat euz anezhan, a zistroaz e‐kreiz ar bobl, en eur lavaret: Piou hen deuz touchet ouz za dillad?
Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue.
hag e pedaz anezhan da bellaad eun neubeud euz an douar; hag o veza azezet, e kelenne ar bobl divar ar vag.
Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he‐unan var ar menez.