Sant Marc 3:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz dezhe: Ha permetet eo da zeiz ar sabbat ober vad pe ober drouk? savetei eun den, pe hen lezel da berissa? Mes na rojont respont e‐bed dezhan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d’an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas. |
Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile.
Mes int a dave; rag disputet ho doa etrezhe en hent, evit gouzoud piou anezhe a vije ar brassa.
Neuze Jesus a lavaraz dezhe: Me a c’houlenno eun dra diganeoc’h: Ha permetet eo, da zeiziou ar sabbat, ober vad, pe ober drouk, savetaad eun den, pe hen lezel da berissa?