Sant Marc 15:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha bez’ e oa er prison assambles gant ar re ho doa sicouret anezhan, unan hanvet Barabbas hag hen doa great eur vuntrerez e‐kreiz eur revolt. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac’h. |
Hogen, hen a oa custum d’ar gouel‐ze, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent.
Hag ar bobl a gommansaz da c’houlen, en eur grial a‐bouez ho fen, ma raje evel m’hen doa great a‐viskoas dezhe.
Hag e laoskaz ganthe an hini a oa bet lakeat er prizon evit eur revolt hag evit eur muntr, pa her goulennent; hag e laoskaz Jesus en ho bolontez.