Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet.
Sant Marc 15:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, hen a oa custum d’ar gouel‐ze, da leuskel ganthe eur prizonier, an hini a c’houlennent. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D’ar gouel-se, e laoske dezho an hini eus ar brizonidi a c’houlenne ar bobl. |
Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet.
Ha bez’ e oa er prison assambles gant ar re ho doa sicouret anezhan, unan hanvet Barabbas hag hen doa great eur vuntrerez e‐kreiz eur revolt.
Mes Per a oa choumet er meaz e‐tal an nor. An diskibl all, pehini a oa anavezet gant ar beleg‐braz, a ieaz eta er meaz, a gomzaz gant ar borzierez, hag a lekeaz Per da antren.
Neuze e livraz anezhan dezhe evit beza crucifiet. Kemer a rejont eta Jesus, hag her c’hasjont ganthe.
Daou vloaz a dremenaz evel‐se, hag e teuaz Porcius Festus e plas Felix; ha Felix, evit ober plijadur d’ar Judevien, a lezaz Paol er prizon.
Koulskoude Festus, o c’hoantaad ober plijadur d’ar Judevien, a gomzaz ouz Paol, hag a lavaraz dezhan: Ha te a garfe pignat da Jerusalem, ha beza barnet eno dirazoun var an traou‐ze?