Sant Marc 14:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag unan‐benag anezhe a oe droug enhe, hag a lavare: Da betra beza kollet an eol a c’houez‐vadse? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En o zouez, hiniennoù a savas droug enno hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c’hwezh-vat-se? |
Ha Jesus, o veza en Bethani, en ti Simon an den lor, pa edo ouz taol, e teuaz eur vaouez gant eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez‐vad hag a briz vraz, hag o veza torret ar bessel, e skulliaz an eol var he ben.
Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz‐pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a‐enep d’ar vaouez‐ze.