Sant Marc 10:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An deg all, o veza klevet kement‐se, a zavaz droug enhe ouz Jakes ha Ian. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dek o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann. |
Mes Jesus, o veza galvet anezhe, a lavaraz dezhe: Gouzoud a rit penaos ar re a dremen evit mistri var an nationou a zav varnezhe; ha penaos ar re vraz ho deuz otorite varnezhe.
Sevel a reaz ive eun disput etrezhe da c’houzout pehini anezhe a vije kemeret evit ar brassa.
Mes Jesus a lavaraz dezhe: Rouane an nationou a zo mistri varnezhe, hag ar re a exers otorite varnezhe a zo galvet mad‐oberourien.
Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e‐kenver egile,
na rit netra dre zisput; na dre fougeerez; mes ra zeuio peb hini ac’hanoc’h da gonsideri ar re all, dre humilite, evel gwelloc’h egethan he‐unan.
Ha c’houi a gav deoc’h e komz ar Scritur en ven? Ar Spered pehini a ra he zemeurans enomp, daoust hag hen hen deuz c’hoantaennou hag a zoug d’an anvi?