Sant Lucas 8:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eun hader a ieaz er meaz evit hada he had, hag en eur hada, lod a gwezaz a‐hed an hent, hag a oe mac’het, hag al lapoused euz an env a zebraz anezhan holl. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un hader a yeas er-maez da hadañ e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac’het ha laboused an neñv he debras holl. |
C’houi eo holen an douar; mes mar koll an holen he vlaz, gant petra e vezo hen sallet? N’eo mui mad da netra, nemed da veza taolet er meaz, ha da veza mac’het gant treid an dud.
Ar re a zo a‐hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou;
Hogen, evel ma en em dastume eur bobl vraz, ha ma teue d’he gavout kalz a dud euz an holl geariou, e lavaraz dezhe ar barabolen‐man:
Ha lod all a gwezaz var douar meinec; ha pa oe diwanet, e sec’haz, o veza ne oa ket a zaour en douar.
Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.