Rag mar na garit nemed ar re ho kar, pe seurt recompans ho pezohu? Ar bublicaned ha na reont‐hi ket ive kement‐se?
Sant Lucas 3:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dond a reaz ive publicaned evit beza badezet; hag e lever‐jont dezhan: Mestr, petra a raimp‐ni? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp? |
Rag mar na garit nemed ar re ho kar, pe seurt recompans ho pezohu? Ar bublicaned ha na reont‐hi ket ive kement‐se?
Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her!
Hag hen a lavaraz dezhe: Na c’houlennit netra en tu‐hont d’ar pez a zo bet gourc’hemenet deoc’h.
Hag ar bobl holl hen deuz selaouet anezhan, hag ar bublicaned, ho deuz justifiet Doue, o veza bet badezet gant badiziant Ian.
Pa glevjont kement‐se e oent glac’haret en ho c’halonou, hag e leverjont da Ber ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp‐ni?