En em laka a‐unvan hep‐dale gant da enebour, e‐pad ma’z oud en hent ganthan, gant aoun na zeufe da livra ac’hanoud d’ar barner, hag he‐man da vinistr ar justis, ha na vez taolet er prizon.
Sant Lucas 18:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez’ e oa ive er gear‐ze eun intanvez hag a zeue d’hen kavout hag a lavare dezhan: Rent justis d’in a‐enep va adversour. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d’e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour. |
En em laka a‐unvan hep‐dale gant da enebour, e‐pad ma’z oud en hent ganthan, gant aoun na zeufe da livra ac’hanoud d’ar barner, hag he‐man da vinistr ar justis, ha na vez taolet er prizon.
En eur gear e oa eur barner pehini na zouje ket Doue, ha n’hen doa respet e‐bed evit den.
E‐pad pell‐amzer na fellaz dezhan ober netra evithi. Goude‐ze evel‐kent e lavaraz enhan he‐unan: Petra‐benag ma na zoujan ket Doue, ha ma n’em euz respet e‐bed evit den,
koulskoude, o veza ne ehan ket an intanvez‐ze d’am inoui, e rin justis dezhi, gant aoun ne gendalc’hfe atao da zond da derri va fen d’in.