An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset.
Sant Lucas 10:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag en pe seurt kear‐benag ma c’hantreot, mar bezit digemeret, debrit ar pez a vezo lakeat dirazoc’h. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E peseurt kêr bennak ma’z eot ha ma viot degemeret enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc’h, |
An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset.
Mes pa antreot en eur gear, ma ne vezit ket digemeret, it er meaz var ar ruiou, ha livirit:
hag a lavaraz dezhe: Piou‐benag a receo ar bugel‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, a receo an hini hen deuz va digasset. Rag an hini a zo ar bihana en ho touez holl, hennes eo a vezo braz.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.
Mar deu eun den difeiz d’ho pedi, ha mar fell deoc’h mond, debrit euz a gement a vezo lakeat dirazoc’h, hep goulen tra e‐bed evit ar pez a zell ar goustians.
Evelse ive, an Aotrou hen deuz gourc’hemenet d’ar re a brezeg an Aviel, beva diouz an Aviel.