Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered‐Santel.
Sant Lucas 1:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag kerkent ha ma c’hantreaz mouez da zalud em diou‐skouarn, ar bugel bihan hen deuz tridet gant ar joa em c’hov. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak kerkent hag he deus mouezh da salud skoet va divskouarn, ar bugel bihan en deus tridet gant levenez em c’hof. |
Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered‐Santel.
Hag eürus an hini he deuz credet; rag accomplisset e vezo an traou a zo bet lavaret dezhi euz a‐berz an Aotrou.
Bezit leun a laouenedigez en deiz‐ze, ha tridit gant ar joa; rag ho recompans a vezo braz en env. Rag evel‐se ive eo ho deuz ho zadou tretet ar brofeted.